Ry Cooder

Ry Cooder (Ryland Peter Cooder) bet ganet d'ar 15 a viz Meurzh 1947 e Los Angeles a zo ur gitarour, ur c'haner hag ur produour amerikan.

Kroget en deus gant ar vicher evel sonour studio evit Randy Newman hag ar Rolling Stones. Kemeret en deus perzh er strollad Taj Mahal hag e-barzh ar strollad Captain Beefheart's Magic Band.

Brud vat en deus bet a-drugarez d'e sonerezh evit ar film Paris Texas, savet gant Wim Wenders. Brudetoc'h eo bet c'hoazh p'en doa roet lañs da Ibrahim Ferrer asambles gant Compay Segundo hag o sonerezh kuban. Produet en deus ivez pladennoù ar Buena Vista Social Club (laz). Troet war-zu ar sonerezhioù hengounel, en deus savet pladennoù a veske sonerezh blues gant sonerezh Mec'hiko pe c'hoazh Afrikan da skouer (gant Ali Farka Toure)


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy